Ombrone

Ur pennad Ombrone (departamant) zo ivez.
Ar stêr Ombrone nepell diouzh ar genoù.

Ar stêr Ombrone zo ur stêr en Italia, e Toskana. Emañ hec'h eienenn tost da San Gusmè e Castelnuovo Berardenga e tu reter torgennoù Chianti ; 161 km hed zo dezhi hag an eil hirañ eo e Toskana war-lerc'h an Arno.
Er Mor Tirrenia emañ ar genoù ha meur a adstêr zo d'an Ombrone, Arbia, Merse, Orcia ha Trasubbie en o zouez.

Roet e oa bet anv ar stêr d'un departamant gall en amzer Napoleon Iañ.


Developed by StudentB